E tiriad | Hong Kong, Makao ![]() |
---|---|
Deiziad | 15 Eos 1945 ![]() |
Kounaat a ra | surrender of Japan ![]() |
Day in year for periodic occurrence | 15 Eost ![]() |
Devezh an trec'h war Japan (saozneg: Victory over Japan Day berraet en V-J Day, anvet ivez Victory in the Pacific Day, pe V-P Day[1]) eo an devezh ma oa kodianet Impalaeriezh Japan e fin an Eil Brezel-bed, ar pezh a oa bet fin ar brezel da vat. An droienn a zo bet implijet evit an daou zevezh ma oa bet embannet ar c'hoant kodianañ gant Japan – d'ar 15 a viz Eost 1945 e Japan, ha dre ma 'z eus un diforc'h evit an eur, d'ar 14 a viz Eost 1945 (pa oa bet embannet er Stadoù-Unanet hag er peurrest eus Amerika hag enezeier reter ar Meurvor Habask) – kenkoulz hag evit an 2 a viz Gwengolo 1945, pa oa bet sinet da vat an akta kodianidigezh, oc'h echuiñ an Eil brezel-bed en un doare ofisiel.
D'ar 15 a viz Eost emañ ar V-J Day ofisiel er Rouantelezh-Unanet, tra ma vez lidet er Stadoù-Unanet d'an 2 a viz Gwengolo[2]. An anv, V-J Day, a zo bet choazet gant Kevredidi an Eil Brezel-bed goude bezañ anvet V-E Day evit devezh an trec'h en Europa.
D'an 2 a viz Gwengolo 1945, ar godianidigezh ofisiel a oa bet war vourzh al lestr-brezel USS Missouri e Bae Tokyo. E Japan, ar 15 a viz Eost a zo anvet "Devezh koun evit fin ar brezel" (終戦記念日 Shūsen-kinenbi?); met anv ofisiel an devezh-se eo "devezh kañv d'ar re varv er brezel ha pediñ evit ar peoc'h" (戦没者を追悼し平和を祈念する日 Senbotsusha o tsuitōshi heiwa o kinensuru hi?). An anv ofisiel-se a zo bet lakaet da dalvezout e 1982 dre un ordrenañs gant Gouarnamant Japan[3].